Energ’iV zo ur produer tredan nevezadus dizalc’h ha lec’hel.
Evit produiñ tredan fotovoltaek e ranker kaout gorreadoù hag a c’heller aveiñ gant panelloù-heol.
Eus an dibab eo ar fotovoltaeg war zouar war an tachennoù saotret, evel ar fraostoù industriel, ar c’hreizennoù endouarañ an dilerc’hioù, ar mengleuzioù kozh ha kement zo.
Mard oc’h perc’henn war un dachenn hag e fell deoc’h talvoudekaat anezhi dre broduiñ tredan fotovoltaek e viot skoazellet gant Energ’iV, evel ken-diorroer ar raktres, adalek penn-kentañ ar raktres, e-pad ar prantadoù diorren, postañ, sevel hag e-pad ma vez korvoet ivez.
Setu amañ un nebeud lec’hiennoù dave evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar fotovoltaeg war zouar