Evit kas da benn ar c’hefridioù a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù izili, SDE35 a skoulm war-dro daou-ugent marc’had publik bep bloaz. En ur zoujañ da bennaennoù bras an urzhiadoù publik (kevatalded tretañ, frankiz monedusted ha treuzwelusted), SDE35 a laka da dalvezout ur strategiezh prenañ diazezet war binvioù evel ar c’heñveriañ, an diuzañ, ar c’henlodenniñ ar c’hevraouiñ ha klask a ra lakaat kevezerezh bep taol adalek an euro kentañ.
Dizanvezelañ ar marc’hadoù publik zo ret-holl evit an darn-vuiañ eus ar marc’hadoù.
Bezañ rediet da zizanvezelañ a dalvez evit an embregerezhioù koulz hag ouzh ar brenerien. Evel-se, adalek ur sammad 25 000 euro PTM, e rank an holl eskemmoù bezañ dizanvezelet pa vezer oc’h ober ur marc’had publik nemet e vefe dirojañsoù.
Gant SED35 eo bet choazet ar savenn marc’had publik Megalis Breizh evel porched unik evit :
An diskoulm dizanvezelañ-se a ginnig an holl wikefreoù surentez a zo ezhomm ha bez’ eo unan eus ar respontoù degaset evit eeunaat ar moned d’an urzhiadoù publik.