OC’H
Skip to main content

Grit anaoudegezh gant energ’iv

Gant Sindikad-departamant an Energiezh 35 (SDE35 - oberour publik an energiezhioù hag a vod holl gumunioù departamant an Il-ha-Gwilen) e oa bet krouet, e miz Gwengolo 2018, ar c’hKevredad Ekonomiezh Kemmesk Lec’hel (KEKL) Energ’iV a-gevret gant ar C’huzul-departamant, Roazhon Meurgêr, Bank an Tiriadoù ha 3 c’heveler bank lec’hel (Kef Espern, Kef al Labour-douar ha Kef kengredit Arkea).

Palioù youlek

  • Diorren ar raktresoù ernergiezhioù nevezadus a-yoc’h dre un emouestl teknikel hag arc’hantel adalek ar prantad loc’hañ ;
  • Aprouiñ raktresoù dre rakwelet ur c’hendiviz an abretañ ar gwellañ ha dre zoujañ emouestl ar geodedourien bep tro ma c’hell bezañ graet ;
  • Broudañ ar c’humunioù, an DPKEoù hag ar geodedourien da vezañ obererien eus an treuzkemm energiezh war o ziriad en ur gemer harp war un oberour a fiziañs ;
  • Kas ar fiñvusted digarbon buanoc’h war-raok, pe e vefe tredan, biogaz naturel pe hidrogen.

Un dachenn obererezh a bep tu

Ledan a-walc’h eo tachenn obererezh Energ’iV evit plediñ gant an holl raktresoù energiezhioù nevezadus, aveldredan, fotovoltaek, metanaat, koad, dourdredan, fiñvusted izelgarbon, pe e vefent raktresoù prevez, publik pe keodedel.

Energi'V

Goude ouzhpenn bloaz obererezh ez eo niverus ha liesseurt ar raktresoù dija, evel m’en diskouez hor bilañs kentañ.

Kevranneien emouestlet

ENERG'IV

Energ’iV zo evel ur buanaer raktresoù da broduiñ energiezhioù nevezadus. Gant kevranneien emouestlet en tiriad e ra Energ’iV evel unan eus an diorroerien adalek prantad riskloù ar raktresoù en ur vodañ an obererien lec’hel hag an embregerezhioù a fell dezho en em ouestlañ d’an treuzkemm energiezh dre an tiriad.

Evel-se e vez Energ’iV lodek da vat e diorren raktresoù lec’hel evit energiezhioù nevezadus a bep seurt : publik, prevez pe keodedel, adal ma vezont lakaet da raktresoù emsav en ur c’heñver teknikel hag ekonomikel.

Ur c’hevala a 6 milion a euroioù a oa gant ar c’hevredad e fin e embregvezh kentañ ha 12 gwech en doa kemeret lodoù e iskevredadoù produiñ energiezh nevezadus.

Arc’hantañ ar c’hevala ha tapout gounidoù PE servij publik ?

Meret eo Energ’iV evel un embregerezh prevez met e bal eo bepred hini ar servij publik, ha neuze e vez gwarantet :

  • Ur patrom disheñvel abalamour d’ur sell tiriadel
  • Al laz foran : obererezhioù ha buzadoù evit mad tud an Il-ha-Gwilen
  • Diorren an departamant (donedigezh filierennoù ekonomikel hag a grou postoù labour ha heuliadoù ekonomikel)
  • Aprouadur an obererien dre-benn d’ur vailhoni war ar c’hendiviz lec’hel ha keodedel

Energ’iV, evel oberour dambublik, a glask kentoc’h askorusted ekonomikel brasañ ar raktresoù, un enframmadur mat ha diorren unvezioù produiñ energiezhioù naet er vro. Energ’iV zo un oberour diorren e servij an tiriad.