User error: "attributes" is an invalid render array key in Drupal\Core\Render\Element::children() (line 98 of core/lib/Drupal/Core/Render/Element.php).
Energ’iV zo un ostilh soñjet evit holl oberourien an tiriad, prevez pe bublik, hag a fell dezho postañ arc’hant e diorren an energiezhioù nevezadus. En em ober a ra Energ’iV diouzh hoc’h ezhommoù ha diouzh ho raktres. Meur a seurt skoazell ha formulenn zo kinniget, ma vez taolet evezh hag en em emellout a ra ar geodedourien ouzh ho raktresoù.
Dre m’eo Energ’iV un ensavadur publik dreist-holl e c’hell gwarantiñ enframmadur lec’hel ar raktresoù diorroet gant tredeoù. Degas a ra ur vailhoni neptu da obererien disheñvel, pe e vefent embregerezhioù prevez, strollegezhioù tiriadel pe keodedourien. Kemer a ra perzh da vat en difraeoù kendiviz hag evel-se e sikour lakaat degemer ar raktresoù er vro. Al lod kemeret gant Energ’iV er raktresoù kaset da benn gant tredeoù a c’hello bezañ bihan pe bras, hervez c’hoantoù ar gevelerien hag an tiriad.
Dre-benn d’e vailhoni war an tachennoù teknikel, arc’hantel, lezennel ha tiriadel e c’hell Energ’iV reiñ lañs da raktresoù tiriadel kemmesk en ur vodañ obererien prevez ha publik en-dro dezhañ. Al lodoù kemeret gant Energ’iV er raktresoù lañset gantañ e-unan zo tonket da vezañ bras, met gallout a reont bezañ azasaet hervez c’hoantoù ar gevelerien hag an tiriad.
Energ’iV, pa vez savet gantañ, ha korvoet a-benn nebeut, e lec’hioù produiñ energiezh nevezadus dezhañ, en o zouez staliadurioù fotovoltaek : toennoù, disheoliennoù, roudennerioù,...
Degas ur vailhoni war dachenn ar merañ raktresoù, ar c’hendiviz lec’hel, ar modoù da dalvoudekaat an energiezh (beveziñ an-unan, kevrat gwerzh eeun doare Kevrat Prenañ Tredan, implij ar gaz evit ar fiñvusted… )
Aesaat an traoù evit kenstagañ ar staliadurioù ouzh ar rouedadoù energiezh hag evit bezañ kendivizer an obererien ensavadurel rannvroel.
Formulenn : kaout ul lodenn vihan e kevala ar c’hevredadoù raktresoù lañset pe diorroet gant tredeoù.
Prest da labourat gant holl obererien an tiriadoù
Energ’iV zo disoc’h ur c’hevelerezh etre ar bed publik hag ar bed prevez, ur skouer vrav hag a ziskouez mat ne vez ket mui kaset raktresoù da benn e-unan. Setu perak e tegas Energ’iV e skoazell da bep seurt dougerien raktresoù hag e framm kevelerezhioù lec’hel dreist-holl.
Savet hon eus un hentenn e-sell da aesaat lec’hiadur ar raktresoù energiezh nevezadus er vro. Gant an dilennidi, ar c’hevredigezhioù hag annezidi an tiriad e troomp pep raktres en ur raktres tiriad empentet evit ha gant an obererien a laka anezhañ da vevañ.