Harpañ a ra Energ’iV an diorren raktresoù metanaat a-stroll. Abalamour d’ar raktresoù-se e c’heller kreskiñ lodenn ar Biogaz er c’hemmesk gaz breizhat, liesseurtaat mammennoù gounit ar stalioù labour-douar ha talvoudekaat al lastez e stumm energiezh. Skoazell Energ'iV er raktresoù-se zo diouzh e dachennoù barregezh : aesaat kenstagañ tredan ha gaz ar staliadur, ober muioc’h gant ar biogaz evit ar fiñvusted, harpañ ar merañ raktresoù hag ober e doare ma vo degemeret mat ar raktres en tiriad dre berzh ar geodedourien.
Emouestl Energ'iV a zouj da garta ar metanaat savet gant Energiezh Rannet
Un nebeud lec’hiennoù dave evit gouzout hiroc’h war sujed ar metanaat