OC’H
Skip to main content

Dalc’hoù a bouez evit an tiriad !

Ha pa vefe kresket ingal an energiezh padus produet en Il-ha-Gwilen e chom izeloc’h eget ar palioù a zo bet lakaet evit Frañs hag evit Breizh abalamour da lakaat an treuzkemm energiezh e pleustr ha da respont d’ar vallusted evit an hin. Betek-henn e vez bevezet nebeutoc’h eget 10% a energiezh produet en un doare nevezadus en Il-ha-Gwilen, ha disteroc’h c’hoazh eo an dregantad evit ar gaz.

Energ’iV : Ur bazenn nevez evit an treuzkemm energiezh en Il-ha-Gwilen !

Kevredet eo SDE35 gant meur a oberer en departamant evit respont d’an dalc’hoù-se ha krouiñ ar c’hevredad ekonomiezh kemmesk (KEK) Energ’iV a zo e bal pennañ diorren ar muiañ ar gwellañ an energiezhioù nevezadus en Il-ha-Gwilen.