OC’H
Skip to main content

Kinnig Energ'iV

Energ’iV a fell dezhañ harpañ diorroadur an energiezh-se rak abaoe 20 vloaz zo eo bet prouet e oa sirius, solut hag askorus. E 2017 ne oa bet produet nemet 944 MW energiezh dre aveldredan e Breizh, daoust ma’z eus trawalc’h a avel. Meur a abeg lec’hel ha broadel zo a zispleg perak ne vez ket korvoet a-walc’h an danvez-se. Ganet e oa Energ’iV diwar ar vennentez da vont dreist d’ar skoilhoù-se dre ar c’henlabour hag evit sikour raktresoù nevez da zont war wel.

Energ’iV a ginnig deoc’h priziañ greadusted raktresoù aveldredan, postañ arc’hant ha korvoiñ ar parkad, evit produiñ tredan glas lec’hel, enframmet en tiriad.

Energ’iV a ginnig deoc’h ober e doare ma vo degemeret gwelloc’h ho raktres aveldredan er vro en ur lakaat obererien an tiriad da gemer perzh ennañ. Energ’iV a ginnig kuzuliañ an dougerien raktresoù (aveldredan, metanaat, kreizenn fotovoltaek a vent vras ha kement zo) a fell dezho kenlabourat gant an tiriadoù evit diorren perzh an dud e-barzh ar raktresoù energiezh nevezadus. Klask a reer terriñ an disfiziañs a c’hell bezañ ouzh douger ar raktres, lakaat ar geodedourien e-barzh an taol, gwellaat ar c’halite hag ober e doare ma vo dalc’het ur skeudenn vrav eus an energiezhioù nevezadus. Kregiñ a ra ar skoazell-se adalek penn-kentañ ar raktresoù evit ma pado engouestl obererien an tiriad.

Evit mont pelloc’h

Arc’hantaouiñ a-stroll
Financement Participatif
Découvrez notre méthodologie