Energ’iV, evel produer energiezh nevezadus dizalc’h ha lec’hel, a ginnig staliañ disheoliennoù fotovoltaek dre an tiriad. Ar stignad-se a c’hell bezañ klokaet gant ur c’hinnig fiñvusted dre rak-aveadur an disheolienn gant ur bonn pe meur a vonn adkargañ evit karbedoù tredan.
Ganet e oa ar stignad-se diwar ur c’hevelerezh etre Energ'iV hag ar c’hevredad See You Sun. Gant ar c’hevelerezh-se ez eus bet gellet krouiñ ur c’hevredad drezañ e-unan : Breti Sun park a ginnig e skoazell dre an Il-ha-Gwilen a-bezh, ken evit parklec’hioù publik, ken evit parklec’hioù prevez.
C’hwi hoc’h eus ur parklec’h ma c’heller degemer un tregont karr bennak pe muioc’h ? Energ’iV a ginnig deoc’h e dalvoudekaat digoust dre :
Abalamour d’ar palioù broadel lakaet evit produiñ energiezhioù nevezadus, d’ar brastresoù lec’hel evel hini ar SHAET, hag all hag all, e rank ar strollegezhioù seveniñ gouestloù youlek a-fet produiñ energiezh nevezadus. Energ’iV zo bet savet evit skoazellañ ar strollegezhioù da dizhout ar palioù-se :
Muioc’h-mui a embregerezhioù emouestlet en treuzkemm energiezh a grog gant oberoù Atebegezh Kevredigezhel an Embregerezhioù. Abaoe miz Du 2019, hervez al lezenn Energiezh Hin, e rank an embregerezhioù a laka sevel aveadurioù nevez ouzhpenn 1000m² mirout ur gorread par da 30% eus gorread an doenn evit e c’hlasveziñ pe produiñ energiezh nevezadus. Gallout a reer chom hep aveiñ toenn ar savadur ha staliañ un disheolienn parklec’h war ar gorread a zo ezhomm. Gant Energ’iV emañ ar barregezhioù teknikel hag ar fontoù postañ evit kas ho raktres da benn vat.
Ma’z eus barregezh gant ho parklec’h e vo kinniget deoc’h gant Energ’iV staliañ un disheolienn digoust.