Ar fiñvusted eus an amzer da zont a vo lies dre ret, ken a-fet ar modoù ken a-fet an deknologiezh. Tredan, GNK, hidrogen : pep hini eus an teknologiezhioù-se he deus perzhioù mat a gloka an eil re ar re all, a-fet meradur ar rouedadoù hag enframmadur ar produadurioù lec’hel a energiezhioù nevezadus peurgetket. Dont a ra Energ’iV da harpañ ar cheñchamantoù e gennad an doareoù fiñval, en ur staliañ savlec’hioù GNK dreist-holl, met ivez dre e iskevredad Breti Sun Park hag en ur zegas nevezadennoù war dachenn ar fiñvusted hidrogen.
Setu amañ un nebeud lec’hiennoù dave evit gouzout hiroc’h war ar sujed-se