Beveziñ nebeutoc’h a energiezh, gwellaat ar prenadennoù dafar, doujañ d’ar reolennoù monedusted, stourm ouzh ar saotradur degaset gant ar re a c’houloù, kenderc’hel gant ar servijoù, boutinaat an danvez... Sed aze krefen pouezus a vez pledet ganto gant ar Goulaouiñ Foran, unan eus ar barregezhioù da zibab kinniget gant SDE35 da gumunioù ha DPKE Il-ha-Gwilen.
E 2020 e oa bet tost da 190 strollegezh o fiziout ar varregrezh Goulaouiñ Foran e SDE35, a ver evel-se tost da 60 000 poent lugernus bemdez.
Kemer a ra perzh SDE35 ivez en arc’hantaouiñ al labourioù da nevesaat ar goulaouiñ kaset gant holl gumunioù an departamant. Ar pal : beveziñ nebeutoc’h a energiezh ha stourm ouzh ar saotradur degaset gant ar re a c’houloù.