OC’H
Skip to main content

Fotovoltaeg war doennoù

Kinnig Energ'iV

Energ’iV zo ur produer tredan nevezadus dizalc’h ha lec’hel.

Gant Energ’iV e vez diorroet, savet ha korvoet kreizennoù fotovoltaek war doennoù savadurioù a zo da dredeoù.

Fellout a ra deoc’h talvoudekaat ho toennoù en ur broduiñ tredan nevezadus lec’hel hep rankout postañ arc’hant ? Energ’iV a ginnig deoc’h un diskoulm trede-postañ.

E kement ha ma c’heller e staliomp ar c’hreizennoù fotovoltaek war savadurioù war sevel pe war reneveziñ. Ho skoazellañ a reomp ha kenlabourat a reomp gant mestr ho labourioù evit prientiñ « heolusted » ar staliadur a-raok ar raktres.

Ret eo bezañ sur e c’heller staliañ ur greizenn fotovoltaek war ar savadurioù a zo anezho dija.

En degouezh-se, ar perc’henn a laka e doenn e-kerz Energ’iV en eskemm ouzh arc’hant. Eus e du e ra Energ’iV war-dro sevel ar greizenn fotovoltaek, korvoiñ ha kempenn anezhi e-pad 20 vloaz.

 

Evit ar strollegezhioù :

Abalamour d’ar palioù broadel lakaet evit produiñ energiezhioù nevezadus, d’ar brastresoù lec’hel evel hini ar SHAET, e rank ar strollegezhioù seveniñ endalc’hoù youlek a-fet produiñ energiezh nevezadus. Energ’iV zo bet savet evit skoazellañ ar strollegezhioù da dizhout ar palioù-se :

  1. Evidoc’h e kasomp da benn ur studiadenn rak-greadusted digoust, abalamour deoc’h da briziañ barregezh teknikel hag ekonomikel ho savadur.
  2. Ma’z eus barregezh a-walc’h gant ar savadur ha ma ne fell ket d’ar strollegezh postañ arc’hant, e c’hellit fiziañ ho toenn en Energ’iV evit kas ar raktres da benn.
Pose

Evit an embregerezhioù industriel ha kenwerzhel :

Muioc’h-mui a embregerezhioù emouestlet en treuzkemm energiezh a grog gant oberoù Atebegezh Kevredigezhel an Embregerezhioù. Abaoe miz Du 2019, hervez al lezenn Energiezh Hin, e rank an embregerezhioù a laka sevel aveadurioù nevez ouzhpenn 1000m² mirout ur gorread par da 30% eus gorread an doenn evit e c’hlasveziñ pe produiñ energiezh nevezadus. Gallout a reer chom hep aveiñ toenn ar savadur ha staliañ un disheolienn parklec’h war ar gorread a zo ezhomm. Gant Energ’iV emañ ar barregezhioù teknikel hag ar fontoù postañ evit kas ho raktres da benn vat.

Panneau

Evit bezañ diouzh ar reoladoù-se hep rankout postañ arc’hant e c’hellit lakaat ho toenn e-kerz Energ’iV a ray war-dro seveniñ ar raktres.

Ur skouer eus ur sevenadenn

Liammoù talvoudus

Setu amañ un nebeud lec’hiennoù dave evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar fotovoltaeg war doennoù