OC’H
Skip to main content

Harpañ raktresoù aveldredan

Lec’hiadur ar raktresoù aveldredan er vro

Stad a ra ar Frañsizien eus an energiezhioù aveldredan, pe e vefent o chom e-tal ur parkad rodoù-avel pe ne vefent ket. Koulskoude, gant aon rak ar skogoù war an dremmvro, gant an diouer a c’hounid ekonomikel evit ar vro ha dre ma ne vez ket harpet a-walc’h skipailhoù an tiez-kêr ne vez ket degemeret ar raktresoù evel ma rankfent bezañ war an dachenn.

Savet hon eus un hentenn e-sell da aesaat lec’hiadur ar raktresoù er vro. Gant an dilennidi, ar c’hevredigezhioù hag annezidi an tiriad e troomp ur raktres aveldredan en ur raktres tiriad empentet gant hag evit an obererien a gas anezhañ da benn.

Anavezout mat an obererien hag o rouedad evit anavezout mat an tiriad

Picto Acteurs et territoire éolien

Pep tiriad zo disheñvel. Pep hini en deus e istor, e vuhez demokratel ha kevredigezhel, e skiant-prenet hag e brofil oberer. Aozañ a reomp un toullad emwelioù hag a ro tro deomp, en ur selaou ouzh pep hini, da lakaat hon emell da gordañ gant dibarderioù pep tiriad.

 

Ur juri keodedourien, tennet d’ar sord, evit kreñvaat ar vailhoni geodedel

Dialogue citoyen

5 plac’h ha 5 paotr, o tileuriañ an tiriad, a selaou arbennigourien eus an energiezh hag a ro o soñj war ar mod diorren a fell dezho gwelet sevenet er raktres ha reiñ a reont un ali war ar pep gwellañ d’ober.

 

Sachañ evezh ar geodedourien war dalc’hoù an treuzkemm energiezh

Picto film transition

Un abadenn diwar-benn an treuzkemm energiezh a aozomp evit an holl dud dre vras. Ar prantad-se evit sachañ evezh an dud a c’hell bezañ ur sine-kendiviz pe un nozvezh kendiviz gant un den anavezet. Evel-se e c’hellomp skoulmañ darempred gant keodedourien hag a c’hellfe kaout c’hoant da lakaat bec’h evit ur raktres aveldredan.

 

Harpañ an tiriad a-hed ar raktres

Picto Projet collectif

Harpañ a reomp ar c’hevredigezhioù keodedel hag an obererien bublik er perzh a gemeront a-hed ar raktres, adalek ar penn-kentañ betek prantad ar c’horvoiñ.

Aozañ a reomp ur penn-devezh degemer foran ma voder an holl genlabourerien (diorroerien, obererien bublik, burevioù studi, juri keodedourien). Mare kinnig ar raktres, aozet a-raok ma vefe goulennet an aotre er Prefeti, a ro tro d’an dud da gaozeal frank diwar-benn an holl gudennoù a zo stag ouzh ar raktres.