OC’H
Skip to main content

Trezalc’h ha korvoiñ

Trezalc’h

Ar goulaouiñ foran zo unan eus kefridioù SDE35 kinniget da gumunioù Il-ha-Gwilen. E 2020 ez eus 185 a strollegezhioù hag o deus fiziet e SDE35 ar pezh a sell ouzh merañ o goulaouiñ foran.

Ober a ra SDE35 war-dro mestroniezh an oberiadur ha mestroniezh al labourioù evit sevel traoù nevez hag ivez evit delc’her an ostilhoù a-ratre ha korvoiñ anezho. Klask a ra SDE35 kinnig an diskoulmoù gwellañ, evit espern energiezh, koulz evit sevel traoù nevez hag evit merañ ar mont en-dro.

Kinnig a ra SDE35 d’ar strollegezhioù ezel ur benveg oberiant evit merañ al labour delc’her o ostilhoù goulaouiñ foran a-ratre. Gallout a reer gouzout pelec’h e vezer en em gavet evit an trezalc’h en un doare dizanvezel gant un etrefas web digor d’an dud. Evit digeriñ ar meziant trezalc’h : www.ep.sde35.fr

Peseurt labourioù zo stag ouzh ar gefridi EP gant SDE35 ?  

  • Trezalc’h dizarbenn
    Gant an trezalc’h dizarbenn e vez digresket niver ar faziadennoù gant an ostilhoù goulaouiñ foran. Ganto e c’haller gwiriañ ez a mat ar binvioù en-dro (ar goulaouennoù hag ar binvioù lankañ ha kontrolliñ en armelioù), reizhañ an horolajoù, naetaat ar staliadurioù ha cheñch ar mammennoù goulaouiñ erru kozh pa vez ezhomm. 
  • Addresañ ha labourioù bihanLabourioù trezalc’h hag a zo graet evit lakaat an ostilhoù goulaouiñ foran da vont en-dro adarre da-heul darvoudoù dreistordinal. Pa vez merzet gant ur gumun bennak ned a ket an traoù en-dro evel m’eo dleet, e c’hall goulenn enlinenn ma teuy hor servijoù da ingalañ an traoù. Diouzh ma vez mallus pe mallusoc’h an traoù ez eus tri seurt doare da emellout (ordinal, primoc’h ha mallus) gant meur a zerez evit an termenoù.
    Evit ar staliadurioù evit goulaouiñ monumantoù hag abadennoù sport n’eur ket rediet d’ober ur c’hempenn dizarbenn, ret eo addresañ pa vez ezhomm hepken. Gwelet a reer neuze e vez muioc’h a oberoù addresañ evit an daou seurt staliadurioù-se.

Merañ ar glad

Merañ a ra SDE35 glad ar c’humunioù ezel evit a sell ouzh ar goulaouiñ foran hag an holl redioù a zeu da-heul : respont d’an DT (disklêriadurioù labourioù) ha d’an DICT (dislêriadurioù youl d’ober labourioù) ha d’ar raktresoù a-berzh an dredeourien, tredeogañ ha didredeogañ, kartennouriezh ha kement zo.

Asambles gant ar c’humunioù e stag SDE35 gant oberoù youlek evit nevesaat ar staliadurioù goulaouiñ foran abalamour da lemel an traoù erru kozh ha da zispign nebeutoc’h a energiezh.

Perak emezelañ er gefridi EP gant SDE35 ?

Kenlodennañ gant SDE35 d’ar strollegezhioù da c’hallout :

  • Poellekaat ar c’houst ha mererezh ar glad,
    Gwellekaat ar perzhioù (perzhioù energetek, kalite ar goulaouiñ, surentez ar staliadurioù, priz ar mont en-dro…),
    Kenlodennañ ar binvioù hag an dud,
    Gwellaat ar steuñviñ hag ar skoazell teknikel pe melestradurel evit an oberoù a vez sevenet,
    Lakaat an erbedennoù hag ar bratsres-ren nevesaat e pleustr pa vez graet diagnostik ar staliadurioù goulaouiñ foran (adlakaat en he reizh a-fet tredan surentez an armelioù ren hag ar c’henstagadurioù er poent goulaouek),
    Kaout alioù teknikel fur.

Penaos en em vataat eus ar gefridi EP gant SDE35 ? 

Dav eo d’an organ divizout kemer un diviz evit asantiñ da emezeladur ur strollegezh.