Labourat a ra SDE35 evit digreskiñ beveziñ an energiezh ha sikour a ra ar 190 a strollegezhioù o deus fiziet ennañ ar gefridi evit espern an energiezh diwar adtermeniñ o raktres a-fet goulaouiñ foran. Tost da 60 000 a boentoù goulaouiñ a vez meret gant SDE35 hag enno e vez renet ur politikerezh youlek evit digreskiñ al live sklêrijennañ abalamour da zigreskiñ an dispignoù evit ar goulaouiñ foran.
Kinnig a ra SDE35 meur a seurt labourioù disheñvel hag o deus ul levezon war-eeun war beveziñ energiezh ar c’humunioù :
Kemeret en doa SDE35 perzh er programm broadel « tiriadoù gant energiezh pozitivel evit ar c’hresk glas » (TEPCV) a oa e bal skoazellañ an oberoù evit beveziñ nebeutoc’h a energiezh. Lakaet ez eus bet skoazelloù arc’hant gant ar Stad evit nevesaat an ostilhoù goulaouiñ foran a lonk kalz a energiezh. Sevel a ra ar skoazelloù da 80% eus an dispignoù, en o zouez e vez kemeret 30% e karg gant SDE35. E 2020 e talc’h SDE35 gant e oberoù pa ginnig skoazelloù da nevesaat ha pa labour evit sevel ar PPI (Programm Postañ Liesvloaziek) evit nevesaat an ostilhoù goulaouiñ gant ar c’humunioù a fell dezho.