OC’H
Skip to main content

Gant SDE35 e vez graet al labourioù goulaouiñ foran evit ar strollegezhioù o deus fiziet ar gefridi-se ennañ. Pep a skodenn a vez roet gant ar c’humunioù, diouzh o finvidigezh. Evit ar c’humunioù all, gallout a ra SDE35 ober labourioù diwar urzh mestroniezh an oberiadur pa vez oberoù kenurzhiet evit lemel ar rouedadoù diwar wel pe, peurliesañ, pa vez skoaziadennoù.

Postañ er goulaouiñ foran

Evit al labourioù a sell ouzh ostilhoù goulaouiñ foran e vez staliet poentoù goulaouek ha savet ar rouedad da bourchas tredan dezho.
Ober a ra SDE35 war-dro an holl labourioù postañ evit ar strollegezhioù war o goulenn.
Gwernioù, kantolorioù bras, kleuzeurioù, korbelloù, goulaouennoù hag ar rouedad a zegas tredan dezho a ya d’ober ar staliadurioù goulaouiñ foran.
Ur wech sevenet ar staliadurioù-se e vezont adwerzhet dre genemglev d’ar c’humunioù a zo perc’henn warno hag a ra war-dro korvoiñ anezho diwar neuze.

Ar seurtoù labourioù sevenet gant SDE35 

Astenn, lemel diwar wel, nevesaat ar rouedadoù, staliañ poentoù goulaouiñ gant un doare emren da bourvezañ tredan, lakaat lec’hioù ha monumantoù war wel, goulaouiñ tachennoù sport.

Travaux
Travaux
Travaux