Abaoe ar 1añ a viz Gouere 2012 e talvez adreizh al lezennoù hag ar reolennoù a sell ouzh surentez al labourioù tost ouzh ar rouedadoù.
Sellet a ra kalz ouzh ar strollegezhioù lec’hel hag a zo obererien a bouez war dachenn al labourioù foran.
Kement steuñv evit staliadurioù danzouar hag a c’hall bezañ skoemp evit ar surentez, roet evit respont d’an disklêriadurioù DT/DICT, a ranko kaout ur geodaveenniñ live A (resis war-bouez 40 cm) :
Emañ SDE35 o paouez fiziout ur marc’had evit diskoachañ ar rouedadoù ha kontrolliñ ar steuñvoù renabliñ al labourioù renet gant ar Sindikad.
Graet e vo ar geodaveenniñ en unvezioù kêrel (hervez an EBSSA) da gentañ.
E fin 2019 e oa bet graet al labour diskoachañ e 3 c’humun : Servon, Sant-Albin-Elvinieg, Maen-Roc’h evit a sell ouzh Sant-Stefan-Gougleiz.
E deroù 2020 e oa bet kaset ar paperennoù urzhiadiñ d’an embregerezhioù evit kumunioù Domloup, Meled, Maen-Roc’h evit a sell ouzh Sant-Stefan-Gougleiz, Radenez, Kreven, Hirel hag an Onneg.