OC’H
Skip to main content

Savlec’h pourchas GNK

Ur rouedad savlec’hioù GNK e Breizh

E Breizh emeur o tispakañ ur rouedad savlec’hioù GNK. Gant sikour an AAEME, ar sindikadoù energiezh breizhat zo en em vodet en ur c’hevredad boutin, ar c’h-KKE Breizh Fiñvusted, hag a gas raktresoù savlec’hioù pourchas foran war-raok : 18 savlec’h a vo lakaet er servij a-benn 2021, hag ouzhpenn 360 karbed kevatal KP a vo lakaet da vont en-dro. 

Sikour an AAEME : skoaziadennoù evit an dreuzdougerien

E 2017 hag e 2018 e oa bet ar sindikadoù energiezh breizhat loreidi ar galv da raktresoù broadel AAEME/KHE (Kengevread Hollek etre Embregerezhioù) evit lakaat ur rouedad vreizhat a savlec’hioù pourchas GNK war-sav hag evit sikour an dreuzdougerien da brenañ traktorioù/dougerioù. Rak-se e c’haller reiñ skoaziadennoù d’an dreuzdougerien pa brenont sammgirri gant ma’z eont en-dro gant GNK.

Carte

Ar raktresoù savlec’hioù GNK er 35

Abaoe 2018, SDE35 en deus renet meur a studiadenn greadusted e lec’hioù strategel evit diorren ar GNK en departamant. Klotañ a reont gant hentoù an treuzdougen gant kirri. 
Emañ al lec’hioù studiet e Liverieg, Noal-ar-Gwilen, Bezeg, Tintenieg, Sant-Maloù tolpad-kêrioù, Noal-Kastellan, Menezgervant ha Gentieg.