OC’H
Skip to main content

Ar Gaz Naturel evit Karbedoù (GNK) hag ar bioGNK : un trelosk all evit ar strolladoù kirri pounner dreist-holl.

Un trelosk all, espernus, evit ar C’hirri Pounner, e gennad an Treuzdougen Marc’hadourezh dre Girri peurgetket.
Ar gaz naturel implijet da drelosk evit ar c’hirri a anver GNK : Gaz Naturel evit Karbedoù. Graet eo eus metan dreist-holl, da lavaret eo ar gaz a servij da dommañ hon tiez.

Gallout a ra ar GNK bezañ nevezadus e orin. Neuze e komzer eus bio-GNK. N’eo ket fosil ar gaz en degouezh-se, met produet e vez er vro e staliadurioù metanaat a dreuzfum al lastez ha distaolioù al labour-douar (teil, hañvouez) e metan. A-fet an teknik e kaver ar GNK e 2 stumm :

  • ar GNG (Gaz Naturel Gwasket). Stoket e vez e stumm gaz naturel gwasket e 200 pe 250 bar. Hennezh eo ar stumm a implijer peurliesañ evit ar c’harbedoù GNK.
  • ar GNL (Gaz Naturel Liñvennet). Hennezh eo stumm liñvek ar GNK. Fardet e vez goude bezañ yenaet ar gaz naturel e -163°C. Gant-se e c’haller stokañ ur c’hementad bras a energiezh pa ranner dre 600 an ec’honad orin. 

 

Infographie BioGNV

 

Kevread Broadel an Treuzdougen Marc’hadourezh dre Girri (KBTMK) en deus kavet ez eo ar GNK hag ar bioGNK treloskoù all a-feson evit bezañ implijet gant kirri pounner. Diorroadur ar c’hinnig kirri pounner dre c’haz, ur marc’had eus ar gaz naturel stabiloc’h hag izeloc’h en deiz hiziv eget hini an tireoul hag ur filierenn a-zevri gant diorroadur savlec’hioù pourchas foran : gant kement-se e c’haller kinnig un diskoulm all, hag a c’haller fiziout ennañ, e-tal an diesel.

E miz Mae 2019 e oa e Frañs 2 920 a girri pounner (ne gonter ket ar bennoù-lastez) hag a yae en-dro gant GNK, pa ne oa nemet 267 e miz Mae 2015. 15 vloaz war-lerc’h donedigezh ar busoù GNK e Frañs ez ae ar re-se d’ober ouzhpenn 10 % eus hollad ar busoù e 2019. Ur marc’had hag a gresk atav gant donedigezh an takadoù mont-ha-dont bevennet hag ar redioù nevez a-fet neveziñ ar c’hirri publik gant karbedoù a daol nebeut a zilaoskadennoù.

Perzhioù mat a-fet an endro

Gant an trelosk-se ez eus ivez perzhioù mat a-fet an endro e-skoaz ar gazeoul :

  • un digresk eus ar Gazoù Efed Ti-gwer (GET) war-dro 10 % evit ar GNK ha war-dro 90 % evit ar bioGNK (*1),
  • un digresk bras a-walc’h eus an danvez a saotr an aergelc’h, war-dro 70 % evit an NOx (Oksidennoù Nitrogen) hag an holl rannigoù distaolet pe dost (*2).
Camion

Ouzhpenn-se, ar c’harbedoù a ya en-dro gant gaz a ra nebeudik a drouz, ar pezh a c’hall bezañ ur perzh mat er c’hêrioù doues.

Palioù evit ar filierenn e Frañs hag a zo e-barzh ur strategiezh europat

Frañs he deus lakaet ar palioù-mañ (*3) :

  • tizhout ul lodenn 3 % eus ar c’hirri pounner a ya en-dro gant gaz a-benn 2030.
  • klask tizhout ul lodenn 20 % a vioGNK er bevezadur GNK a-benn 2023.

 

Camion GNV

 

Sources :