OC’H
Skip to main content

Evit diorren ar filierenn Gaz Naturel evit Karbedoù (GNK) ha bioGNK e departamant an Il-ha-Gwilen, SDE35, gant skoazell e g-KEK Energ’iV, a ziorro ur rouedad savlec’hioù pourchas foran kenstag ha kempouez war e diriad hag er peurrest eus Breizh. Diorren ar filierenn GNK a denn da balioù rannvroel ha broadel, an treuzkemm energiezh hag ar fiñvusted padus. Ouzhpenn-se emañ e-barzh ur stignad tiriadel pa souten diorroadur ar metanaat ha pa gemer perzh e savidigezh un ekoreizhiad nevez evit produiñ hag implijout trelosk glas, ekologel penn-da-benn, produet er vro diwar distaolioù ar sevel loened ha diwar lastez.