OC’H
Skip to main content

Fiñvusted hidrogen

An hidrogen : un trelosk evit an amzer da zont

En deiz hiziv e vez fardet an hidrogen diwar gaz naturel dreist-holl, hag implijet e vez da gompozenn gimiek en araezadoù industriel. Dedennus eo evit e berzhioù mat a-fet an energiezh. Rak pa vez produet diwar danvez nevezadus e c’haller pourchas tredan gant nebeut a CO2 diwarnañ, da skouer evit ar fiñvusted diwar piloù loskant dre hidrogen a voueta ur c’heflusker tredan.

Perzhioù mat ha fall an hidrogen

Gant an implij da drelosk all e c’haller kaout ur fiñvusted hep distaol ebet, ha seul wiroc’h eo pa vez produet an hidrogen diwar tredan « glas ». Gant ur pil loskant dre hidrogen, ar c’harbedoù tredan dre hidrogen a zistaol aezhenn dour hepken ha ne reont trouz ebet. 2 pe 3 gwech brasoc’h e vez o emrenerezh eget hini ar c’harbedoù tredan dre vatiri (betek [500] km), hag adkarget e vezont e [5 munut] e savlec’hioù azas.

Koulskoude, kalz keroc’h eo ar c’harbedoù tredan dre hidrogen eget ar c’harbedoù termek hag ar c’harbedoù dre vatiri, pa zalc’her kont eus koust uhel teknologiezh ar piloù loskant. 

Peseurt implij er fiñvusted ?

An holl garbedoù (divrodegoù gant ur c’heflusker, kirri, sammgirri, bigi, busoù, ijinennoù chanter, karrigennoù gorre-gouziz) a c’hall mont en-dro gant ur c’heflusker tredan gant ur pil loskant hag ur veol bras a-walc’h evit an implij a glasker.

Schéma Hydrogène

 

Arnodoù SDE35

SDE35 a sikour pe a lañs raktresoù a-fet ar fiñvusted hidrogen hag a gaver enno meizad un ekoreizhiad H2 :

  • Ur studiadenn kaset en-dro gant Maen ar Boudiged Kumuniezh a-fet ar plegoù mat roet d’he ziriad gant an hidrogen : savlec’h pourchas evit ar c’harbedoù war verr pe war grenn dermen ha tren dre hidrogen war al linenn Roazhon – Kastell-Briant war grenn pe war hir dermen,
  • Ar raktres H2X e Redon Tolpad-kêrioù gant ur c’hevuniad embregerezhioù eus ar gennad-se,
  • Ur raktres savlec’h hidrogen produet diwar energiezh dourdredan ar rouedadoù dour da evañ, asambles gant Dour Diazad Roazhon.
chateau