OC’H
Skip to main content

Evit ar re yaouankañ

Ma fell deoc’h, en ho skol, lakaat ar vugale da gompren e-barzh dalc’hoù an energiezh adalek ar skol-vamm, e c’haller ober gant ur c’hinnig ouzhpenn : bez’ ez eo ar programm « Watty er skol » savet asambles gant ar c’hevredad Eco CO2 ha labelaet gant Ministrerezh an Ekologiezh, an Diorren padus hag an Energiezh.

Ar programm-se evit kizidikaat ouzh an espern energiezh zo graet evit ar re yaouankañ adalek rummad ar re vras er skol-vamm betek ar CE2.

Doare emellout

Abadennoù er skol e stumm 3 atalier kizidikaat tematek kaset en-dro er c’hlas gant un emellour ispisialaet.

Abadennoù : oberiadenn « stammenn dev » evit gwellaat an aezamant en ur espern arc’hant, oberiadennoù lesanvet « adlamm » evit lakaat an ekojestroù e pleustr en ti ha lakaat ar familhoù e-barzh ar jeu.

Holl skolioù an departamant a c’hall ober o mad eus ar programm, ha bep bloaz e c’hall ar programm WATTY ober war-dro 14 klas.

Penaos lakaat e anv ?

Digoust eo WATTY evit ar skolioù, ha gras d’al labelaat gant Ministrerezh an Ekologiezh ez eo arc’hantet evit ul lodenn vras gant ar bourchaserien energiezh (EDF). Arc’hantet e vez ar peurrest gant SDE35.

Kloz eo an enskrivadurioù evit ar bloavezh-skol 2019/2020.

E miz Mae 2020 e vo ur c’houlzad enskrivañ all evit an distro-skol 2020/2021.

Evit mont pelloc’h :