User error: "attributes" is an invalid render array key in Drupal\Core\Render\Element::children() (line 98 of core/lib/Drupal/Core/Render/Element.php).
Kevelerezh zo gant ALEH Roazhon (Ajañs Lec’hel an Energiezh hag an Hin e bro Roazhon) evit aozañ abadennoù da sachañ evezh an dilennidi war ar pezh a zo e dalc’h gant an energiezh.
Dijunioù teknikel
Ur wech pe ziv ar miz e vez dalc’het emgavioù e stumm dijunioù teknikel hag a vez bodet un hanter-kant bennak a dud enno. Dont a ra mailhed da gomz diwar-benn ur sujed liammet ouzh an treuzkemm energiezh. Diskouez a reont nevezadennoù pe arnodoù graet war an dachenn evit harpañ o displegadennoù. Ar pal eo, war un dro, sachañ evezh an dilennidi war an dalc’hoù liammet ouzh digresk beveziñ an energiezh ha diorren an energiezhioù nevezadus, ha brudañ e-touez an dud ar pezh a sell e-keñver an teknik ouzh ar rouedadoù energiezh, ar fiñvusted izelgarbon hag an energiezhioù nevezadus.
An temoù diwezhañ a zo bet pledet ganto
2016 / Karbedoù gaz, hidrogen ha tredan : kinnig ar seurtoù karbedoù hag esaeañ karbedoù evit arnodiñ ar mod da vleinañ anezho.
2017 / Unanvevezerezh fotovoltaek : emdroadur ar reolennoù, kinnig arnodoù emeur oc’h ober e tolpad an Oriant
2018 / Fiñvusted hidrogen : kinnig ar filierenn hidrogen, modoù produiñ ha dasparzhañ, perzhioù mat a-fet an energiezh
2019 / Produiñ gwrez ha tredan diwar energiezhioù nevezadus (pirogazusaat, mikrogenel, adtapout gwrez diwar ar mekanikoù da yenaat, troellrodoùigoù er rouedadoù dour, disheoliennoù-heol, ha kement zo)