Abaoe an distro-skol 2019/2020 e kinnig SDE35 ur programm pedagogel evit skolidi ar c’helc’hiad 3 (CM1/CM2).
Setu amañ ar 4 zem :
Graet e vez an emelloù gant kevredigezhioù eus ar vro ispisialaet war dachenn an energiezh.
Gant an holl gevelerien-se ez eus bet danzeet ha savet dafar pedagogel diouzh ar skolidi abalamour da ziorren kuriusted ha skiant-varn ar re yaouank, dezho da c’hallout efediñ gwelloc’h war o endro pemdez.
Graet e vez ar 4 dalc’h er memes klas ha ne c’haller ket ingalañ anezho e meur a glas.
230 emell ar bloaz
Gant programm pedagogel SDE35 emeur e soñj da vont bep bloaz en un 50 klas bennak en Il-ha-Gwilen, da lavaret eo 200 emell er skolioù hag un tregont emell bennak er c’hreizennoù-dudi en holl.
Pep kevredigezh kevelerez a ginnig ivez ur mare pouezus e fin ar bloaz e stumm un diskouezadeg pe ur fest eus an energiezh. Ar pal eo sachañ evezh holl dud ar skol, tud ar vugale hag all, ouzh dalc’hoù an treuzkemm energiezh.
Digoust eo ar programm pedagogel-se evit ar skolioù hag ar c’humunioù. Arc’hantet eo gant SDE35 hepken, ha graet eo evit kement skol/kreizenn dudi a zo en Il-ha-Gwilen.
Kloz eo an enskrivadurioù evit ar bloavezh-skol 2019/2020.
E miz Mae 2020 e vo ur c’houlzad enskrivañ all evit an distro-skol 2020/2021.