SDE35 a genurzh ar prenañ gaz naturel ha tredan a-stroll evit ar brenerien bublik pe ar re a seven kefridioù servij publik e departamant an Il-ha-Gwilen.
Abaoe 2002 ez eo digor marc’hadoù an energiezh. Gant-se e c’hall ar strollegezhioù lakaat ar bourchaserien gaz naturel ha tredan da gevezañ evit boueta o glad (savadurioù, goulaouiñ foran…).
Abaoe 2015 e lamer tamm-ha-tamm ar prizioù gwerzhañ reolennet (PGR), ur redi eo hiviziken evit ar strollegezhioù :
Evit talañ ouzh fin ar prizioù gwerzhañ reolennet (PGR) ha gwellekaat an urzhiad publik ez eus bet lakaet ur strollad prenañ energiezh war-sav gant SDE35.
Miret eo ar strollad-se evit ar frammoù publik pe dambublik a zo o sez en Il-ha-Gwilen. Graet eo evit prenañ tredan ha gaz naturel evit lec’hiennoù a bep seurt galloudegezh, pe e vefent e dalc’h ar redi lakaat da gevezañ pe ne vefent ket.
D’ar 01.01.2020 e oa 313 a izili er strollad (en o mesk 244 c’humun, 14 kumuniezh-kumunioù pe kumuniezh tolpad-kêrioù, 34 a g-KOSG hag a g-KOSE, 18 sindikad etrekumunel pe kemmesk (5 SKETLaT hag all), 2 DPL, 1 meradur hag 1 DPM).
Fakturennet e vez ur skodenn 1€/MWh. An izili hag o frammoù emezelet a resev SDE35 an TBHT evito zo kuit da baeañ o skodenn evit ar marc’hadoù tredan.
Gallout a reer lakaat izili nevez er strollad forzh pegoulz, dezho da gemer perzh er c’huzuliadegoù da zont, met ne c’haller ket stagañ un ezel ouzh ur marc’had hag a zo bet deroet dija.
Ma fell deoc’h emezelañ er strollad ha kemer perzh ar c’huzuliadegoù da zont, e rankit kas ho teuliad klok deomp . Ennañ e tle bezañ :
Pa vo resevet an elfennoù-se e vo digoret ur moned da leurenn enlinenn ar strollad evit pep kendivizer-dave. Kaset e vo dezho ur postel gant o anaouderioù kevreañ.