OC’H
Skip to main content

Penaos ez a en-dro ?

Mont d’ar bonnoù Btk

Ret eo paeañ ar servij. Digor eo d’an dud n’int ket koumanantet a c’hall paeañ an adkargañ gant ur gartenn-vank, dre an arload Ouest Charge evit ar binvioù hezoug. 

Implijerien ingal pe a-wechoù, da bep hini e hent

Un implijer ingal on-me : 

  • •    lakaat a ran ma anv er servij Btk/Ouest Charge hag implijout a ran ma badj > Urzhiañ ho padj

 

badge béa

Un implijer a-wechoù on-me :

  • kargañ a ran ma batiri gant ma hezougell hag implijout a ran an arload hezoug Ouestcharge a c’haller kavout en App Store hag e Google Play

app bea

Adkargañ e vatiri gant ur bonn Btk

Gant bonnoù SDE35 e c’haller adkargañ daou garbed war un dro, setu e kinniger deoc’h meur a lec’h kargañ evit degemer an holl garbedoù tredan : 

  • bonnoù ordinal/buanaet evit adkargañ tra ma vezer parket, e-kreiz ar c’hêrioù pe ar bourkoù
  • bonnoù prim evit adkargañ ho patiri e-pad ur pennad-hent, war an hentoù bras

Amzer kargañ & emrenerezh ma c’harbed

Taolit pled, an amzer kargañ keitat a cheñch diouzh ho seurt karbed ha diouzh ment ho patiri !
Kit d’hon taolenn geñveriañ hag istimit hoc’h amzer gargañ

Kavout & mirout ur bonn Btk

Evit kavout ar bonnoù ha gouzout war-eeun hag-eñ e c’haller ober ganto, klikit amañ
Gant ar gartenn dinamek e tiskouezer deoc’h stad an 2 blas kargañ evit pep hini eus ar bonnoù. Gallout a rit ivez mirout ur bonn enlinenn evit diarbenn hoc’h adkargañ, hag e-se bezañ habaskoc’h en ho tilec’hiadennoù ! 

Prizioù diouzh ar pezh a vevezit ! 

Abaoe miz Ebrel 2019 e rank an implijerien paeañ ar rouedad btk.
Ar priz da baeañ zo diouzh ar kWh evit bezañ ar reishañ ar gwellañ. 

Koumananterien
0,30 € TTC/kwh (borne rapide)
0,20 € TTC/kwh (borne normale-accélérée)
Priz ur badj zo 10 €

Tud ha n’int ket koumanantet
0,30 € TTC /kwh  + 1€ par charge (borne rapide)
0,20 € TTC/kwh  + 1€ par charge (borne normale-accélérée)

Disac’hañ & skoazell

Evit mont e darempred gant an hotline karget eus trezalc’h ar bonnoù adkargañ Btk, grit ar 02 57 77 00 66 ha kement-se bemdez-c’houloù, noz-ha-deiz.
Evit ar pezh a denn d’ho karbed tredan, kit e darempred gant ho marc’hadour aotreet, mar plij.
Evit ar goulennoù titouroù all, skrivit da bea@sde35.fr