Abaoe 2016, SDE35 en deus dispaket e departamant an Il-ha-Gwilen a-bezh ur rouedad bonnoù adkargañ evit ar c’harbedoù tredan, anvet Btk (Bonnoù Tredan evit ar C’hirri).
C’hoarvezout a ra ar rouedad Btk eus 91 a vonnoù adkargañ buanaet, gant ur c’halloudegezh a 22 kW, a c’haller adkargañ ar batirioù ganto en un nebeud munutennoù evit adtapout meur a gilometr emrenerezh, ha 12 bonn prim gant ur c’halloudegezh a 50 kW war hentoù pennañ an departamant, a garg ar batirioù buanoc’h c’hoazh.
En deiz hiziv, Btk en deus tost da 1 500 koumananter, ha digor eo ar bonnoù d’an holl girri tredan, pe e vefed koumanantet pe ne vefed ket.
SDE35, SDEF ha SDE22 o deus divizet boutinaat meradur ar c’horvoiñ, an trezalc’h hag an evezhierezh evit o holl vonnoù. Gant ar c’henlodenniñ-se e c’haller digreskiñ ar c’hargoù korvoiñ hag enframmañ ar rouedad Btk en ur rouedad vrasoc’h anvet « Ouest Charge ».
Ar servij nevez-se a glot gant c’hoant boutin ar sindikadoù energiezhioù da unvaniñ ar vonedusted d’ar stignadoù adkargañ e Breizh, ha kinnig a ra ur doare moned hepken d’ur rouedad bonnoù boutin.
Gant Ouest Charge ez eus tost da 500 bonn adkargañ da implijout e Breizh.
SDE35 en deus skoulmet emglevioù redusted gant meur a strollad broadel hag a rouedad kevelerez evit hollad ar rouedad Btk/Ouest Charge
Ar re o deus kartennoù eus an oberataerien-se a c’hall adkargañ o batiri war ar rouedad Btk/Ouest Charge. Ar priz a c’hallit gouzout digant hoc’h oberataer.
Evit ar re o deus kartennoù Btk/Ouest Charge, gallout a reont implijout, hep paeañ ouzhpenn, bonnoù ar rouedadoù Morbihan Energies, SYDEGO 44, SmiléMobi49, Territoire d'Energie 53, SYDEV 85, Corri-Door.
Ar c’hartennoù Korrigo a c’haller implijout ivez gant ar bonnoù Btk.
Dispakañ ar bonnoù Btk zo ur postadur publik a 1 200 000 € pep taos er-maez, arc’hantet gant an AAEME e-barzh ar Postadurioù digant ar Stad evit an Amzer da zont, gant ar Rannvro ha gant SDE35.
Ouzhpenn-se, ar mizoù mont en-dro (trezalc’h, evezhierezh hag energiezh) zo sammet penn-da-benn gant SDE35 (212 000 € e 2018)
Abaoe miz Ebrel 2019 hag evel ma oa bet rakwelet pa oa bet lañset ar raktres ez eo ret d’an implijerien paeañ evit implijout ar rouedad bonnoù.
N’eus ket a-walc’h gant prizioù an adkargañ evit paeañ holl vizoù korvoiñ ar bonnoù. Dre an dibab-se e tiskouez SDE35 pegen engouestlet eo ha penaos e skoazell diorroadur an dredanfiñvusted.