Diorren ar fiñvusted tredan, produiñ energiezhioù nevezadus… ret eo d’ar rouedad tredan mont diouzh an emdroadurioù nevez ha dont da vezañ naouek evit respont d’un dalc’h brasoc’h-bras : merañ ar c’hempouez war ar rouedad.
Muioc’h-mui a bouez a vo gant ar mammennoù energiezh nevezadus evit produiñ tredan. Ar pezh zo, war gemm e vez ar mammennoù energiezh-se ha diwar se eo diaesoc’h kempouezañ ar rouedad.
Gant ur rouedad tredan naouek, a reer « smart grids » anezhañ ivez, e c’haller mont diouzh ar redioù. Kaptorioù zo gantañ, gant se e c’hall dastum ha kas roadennoù. Gant an titouroù-se e c’haller reizhañ emgefre ar redoù tredan ha merañ ar rouedad en un doare efedusoc’h.
Gant e skiant-prenet war ar rouedadoù tredan e c’hall SDE35 kemer perzh da vat evit diorren ar smart grids war e dakad.
Abaoe 2015 e kenlabour SDE35 gant ar raktres SMILE abalamour da ziorren an embregerezhioù hag an oberoù war ar « Rouedadoù Tredan Naouek ».
Renet e vez studiadennoù modelekadur ar rouedadoù gant SDE35 war e dakad.
Sikour a ra SDE35 an tiriadoù da anaout an danvez a zo enno war an dachenn-se ha da ziorren rouedadoù nevez (tredan/gaz/tommañ…). E-giz-se ez eus bet kaset studiadennoù da benn war raktresoù evit skignañ gaz, da skouer. Fellout a ra da SDE35 stankaat al liammoù etre ar rouedadoù tredan hag ar rouedadoù gaz ha stokañ a-stroll an energiezhioù nevezadus pa vez tro d’en ober.
Ar pal eo dont a-benn da dermeniñ ar strategiezh a-fet dibab an doareoù ma vo skignet an energiezhioù evit respont d’an ezhommoù fiñvusted en tiriad. Evit kement-se e vo dalc’het kont eus kresk an niver a girri tredan hag ar staliadurioù adkargañ, red ar monedone, barregezhioù ar rouedadoù evit a sell ouzh produiñ gaz ha tredan, ha kement zo.