Un oberer a bouez eo SDE35 evit terkañ an tiriad en Il-ha-Gwilen. Gantañ emañ ar gefridi bublik evit skignañ tredan en departamant a-bezh, rak-se eo mestr an oberiadur evit :
Bep bloaz e vez lakaet ouzhpenn 25 milion a euroioù well-wazh evit ar rouedadoù, ar pezh a ya d’ober ouzhpenn 1 000 chanter. Fiziet e vez al labour seveniñ e-barzh embregerezhioù hag a vez dibabet dre ur galv da ginnigoù ; diwar se e vez degaset labour war-eeun da dost da 500 a dud.
Termenet eo an doare d’ober al labourioù war ar rouedad, koulz tredanvarr izel ha tredanvarr krenn, gant ar gevrat aotreadur. Dasparzhet e vez al labourioù etre SDE35 hag ar stal aotreet Enedis, diouzh o natur ha diouzh ma vezer en ur gumun war ar maez pe en ur gêr vras.
Evit gouzout penaos e vez skoazelloù arc’hant digant SDE35 diouzh al labourioù a vez sevenet, sellit ouzh sturlevr ar skoazelloù.
Evit gouzout piv eo an den-dave e SDE35 evit ho takad, sellit ouzh kartenn an takadoù.
Kenstagañ a vez graet evit gallout kevreañ ur staliadur ouzh ar rouedad skignañ tredan publik. Kenstagañ a dalvez un obererezh lugañ d’an nebeutañ, sevenet gant Enedis, met ezhomm a vez a-wechoù da astenn ha/pe da greñvaat, ar pezh a vez graet gant SDE35 pe Enedis.
Al lugelladur eo al lodenn eus ar rouedad a zo en argrec’h d’an disjunter pe d’ar benveg troc’hañ a zo war an harz gant ar rouedad skignañ publik. Evit lugañ e vez paeet ar skodenn war-eeun da Enedis gant ar goulenner.
Graet e vez ar goulennoù kenstagañ dre ar savenn Enedis :
https://connect-racco.enedis.fr
Pour les particuliers : 09 69 32 18 41
Pour les collectivités : 09 69 32 18 42
An astennoù a vez graet evit kevreañ ur staliadur ouzh ar rouedad skignañ tredan publik. Diouzh ar c’hreñvder e vez ret a-wechoù kreñvaat ar rouedad.
SDE35 a sikour ar c’humunioù da gêraozañ evel mestr an oberiadur evit kement a sell ouzh astenn ar rouedadoù tredan evit ezhommoù nevez evel lodennaouegoù, takadoù obererezh, tud prevez, savadurioù kumunel…
Gant un astenn a-hiniennoù e c’haller pourchas tredan d’un ti prevez pe evit div lodenn d’ar muiañ…
Gant un astenn a-stroll e c’haller pourchas tredan d’an takadoù obererezh ekonomikel, d’an takadoù labour-douar, d’al lodennaouegoù…
Evit gouzout peseurt difraeoù ober diouzh ho raktres, sellit ouzh hor fichennoù pleustrek.
Lemel diwar wel kenurzhiet eo lakaat, war ar memes tro, ar rouedadoù tredan, goulaouiñ foran ha pellgehentiñ a zo en aer, da dremen dindan zouar. Gant al labourioù-se e vez sikouret suraat ar rouedadoù, berraat ar mareoù troc’h ha kaeraat kreiz ar c’hêrioù.
Kreñvaat eo lakaat barregezh ar rouedad tredan da vont diouzh ezhomm an implijerien. An traoù d’ober war o zro kentañ-wellañ : digreskoù tredanvarr en tu all da 10% a-fet pourchas, re a vec’h gant ur post treuzfurmiñ pe diaezamantoù er rouedad diwar stankted.
Suraat ar rouedadoù eo lemel tamm-ha-tamm ar rouedadoù tredanvarr izel en aer gant orjalennoù dizolo pa’z int ar rouedadoù breskañ ha kizidikaat ouzh an elfennoù diavaez, lec’h ma c’hall traoù zo mont a-dreuz an aliesañ. Savet e oa bet rouedadoù seurt-se e-leizh er bloavezhioù 1950, pa oad krog gant an tredanaat. En o flas e vez staliet rouedadoù difuet danzouar pe rouedadoù tortiset en aer.
Kreñvaat ha suraat ar rouedad tredan a sikour gwellaat kalite an tredan a vez skignet.
Divizet e vez an oberoù suraat gant SDE35 asambles gant Enedis, dre ur steuñv programmiñ war 4 bloaz. Gant SDE35 e vez sevenet hag arc’hantet 100 % eus al labourioù er c’humunioù war ar maez ha gant ENEDIS e vez arc’hantet ha sevenet al labourioù er c’hêrioù.
ENEDIS, merer ar rouedad, a sell pizh ingal ouzh live an tredanvarr war an ostilhoù hag ober a ra war-dro diarbenn an ezhommoù kreñvaat. Daoust da se e c’hall ar pratikoù mont e darempred gant o fourchaser energiezh pa welont cheñchamantoù bras gant an tredanvarr a vez degaset dezho. Gwiriet e vez ar goulennoù gant ar pourchaser a ro keloù d’ar pratikoù war ar pezh a vo graet da neuze.
Re izel eo an tredanvarr, troc’hoù a vez alies ? Gallout a rit reiñ deomp da c’houzout gant ar furmskrid klemm da vezañ leuniet ganeoc’h ha kaset deomp goude.
Un obererezh Mestroni ar Goulenn Tredan (MGT rouedad) a dalvez staliañ diskoulmoù teknikel ampletus evit pratikoù lakaet diaes a-fet tredanvarr, e-lec’h ober labourioù evit kreñvaat linennoù tredanvarr izel. Gallout a reer arc’hantaouiñ ul lodenn eus an obererezhioù MGT rouedad gant ar FACE (font traolañ an tredanaat war ar maez).
E 2015 e oa bet arnodet kement-se gant SDE35 e kumuniezh-kumunioù ar Gougleiz, e biz an departamant. An dalc’h a oa gant digreskoù tredanvarr ha gant usvarr evit daou boent loc’hañ destrizh eno. Staliet ez eus bet tri c’hempouezer rouedad en argrec’h d’ar c’honterioù hiniennel evit gallout koazhañ ar sioù a-fet kalite an energiezh en un doare efedus-tre hag a goust peder gwech nebeutoc’h eget al labourioù astenn pe kreñvaat.
E 2016 e oa bet lakaet daou ziskoulm MGT e pleustr e Mezieg hag e Sen ; evel-se ez eus gallet chom hep dispign kalz arc’hant e-barzh labourioù kreñvaat e daou lec’h.
Gallout a ra ar strollegezhioù ezel eus SDE35 kaout skoazelloù arc’hant ouzhpenn evit staliañ bonnoù evit marc’hadoù, parklec’hioù ha tachennoù-kampiñ.