OC’H
Skip to main content

Ar servij publik dre aotreadur

SDE35 eo ar bennadurezh a ra war-dro servij publik an tredan en Il-ha-Gwilen.

Rak-se eo perc’henn war ar rouedad publik skignañ tredan (tredanvarr izel ha krenn)… a zo ouzhpenn 26 000 km hirder en Il-ha-Gwilen… da lavaret eo tost da 5 gwech an hed etre Roazhon ha New York.

Champs VertEnedis eo a ra war-dro korvoiñ ar servij publik skignañ tredan hervez ur gevrat aotreadur sinet d’an 30 a viz Gouere 1992 hag a dalvez evit 30 vloaz.
Ar stal a vez fiziet ar servij publik enni a rank ober war-dro ivez pourchas tredan d’ar pratikoù koumanantet diouzh an TRV (priz gwerzhañ reolennet) kinniget gant EDF.
Ober a ra SDE35 war-dro ul lodenn eus mestroniezh an oberiadur evit al labourioù war ar rouedad tredan, tra ma vez graet war-dro ar peurrest gant Enedis. Termenet eo an doare m’eo dasparzhet mestroniezh an oberiadur gant ar gevrat aotreadur.

Hervez al lezennoù a dalvez hiziv an deiz n’eus nemet Enedis hag a zo aotreet da gorvoiñ ar servij publik skignañ tredan en Il-ha-Gwilen.

Roadennoù glad ar rouedad tredan e 2018 - SDE35
concession

Kontrolliñ an aotreadurioù

Delc’her a ra SDE35 da gontrolliñ ar stalioù aotreet EDF hag Enedis abalamour da deuler evezh ma ma vo doujet d’an engouestloù a zo er gevrat ha ma vo dalc’het da galite an tredan pourchaset.

Bep bloaz e vez aozet, gant SDE35, ar c’hendalc’h a vez graet “Loi NOME” anezhañ (aozadur nevez evit marc’had an tredan), dindan aotrouniezh veur Prefed an Il-ha-Gwilen, abalamour da sevel stad ar postadurioù graet pe da vezañ graet gant Enedis ha SDE35 war ar rouedad tredan.

Renet e vez kontrolloù zo gant PEBreizh evit Rannvro Breizh a-bezh. Graet e oa bet ar re diwezhañ diwar-benn kalite ha priz ar c’henstagadurioù gant ar broduerien energiezhioù nevezadus, ar servijoù ouzhpenn kinniget gant Enedis ha staliadur ar c’honterioù Linky.

War-zu ur gevrat aotreadur nevez

E fin 2017 e oa bet divizet gant FNCCR, France Urbaine, Enedis hag EDF ober gant ur patrom nevez evit kaier broadel ar c’hargoù a vez aozet gantañ an doare da skignañ an tredan e Frañs. Ret eo da SDE35 adwelet e gevrat sinet e 1992.
 

Abaoe 2018 ez eus ur bodad lec’hel, staliet gant SDE35, evit reneveziñ ar gevrat aotreadur. Karget eo da brientiñ ha da gas ar c’houlzad marc’hata da benn gant ar stalioù aotreet Enedis hag EDF. 
 

N’eo ket frank SDE35 da varc’hata ar c’hevratoù evel ma vez graet evit korvoiñ ar rouedadoù publik all (dour mat da evañ, yac’husaat, tommañ…), rak Enedis eo ar merer nemetañ evit ar rouedad skignañ aotreet e departamant an Il-ha-Gwilen, ha termenet e vez ar priz daskeitet evit implijout ar rouedad tredan e Frañs gant ar CRE (komision evit reoliñ an tredan).
 

Evit gouzout hiroc’h : https://www.cre.fr

 

En tu all da se e fell da SDE35, gant ar gevrat aotreadur da zont, gwarantiñ kement-mañ :

  • kalite an tredan pourchaset d’an implijerien,
  • delc’her gant glad an aotreadur ha lakaat anezhañ da vont diouzh ezhommoù nevez an tiriad, koulz evit ar goulenn energiezh hag digreizennañ ar produiñ. Dav eo d’an daou bal-se bezañ merket e Brastres-ren ar postadurioù (SDI) war hir dermen hag e programmoù postañ youlek war meur a vloaz boutin da Enedis ha da SDE35,
  • harpantiz ar rouedad e-keñver anadennoù an hin,
  • kemer perzh en treuzkemm energiezh : ober gant an ostilhoù produiñ nevez, mestroniañ ar goulenn energiezh, lakaat kreskiñ ar monedone gant kirri tredan,
  • dasparzhañ, en un doare kempouez, mestroniezh an oberiadur etre SDE35 hag Enedis evit al labourioù,
  • delc’her gant gounidoù SDE35 diwar ar pennwirioù roet gant Enedis hervez ar gevrat aotreadur.
     

Kalite an tredan skignet

Ar sifroù pennañ a sell ouzh kalite an tredan*

  • 3 868 a implijerien tredan hag a vez pourchaset fall evit a sell ouzh delc’her d’an tredanvarr (jedet en un doare teorikel)
  • 55 mn a droc’hoù tredan evit pep implijer tredanvarr izel well-wazh

* Ar sifroù a dalveze d’an 31 a viz Kerzu 2018

Pa vez klemmoù war-lerc’h ar rouedad tredan (pourchas tredan er Prizioù Gwerzhañ Reolennet, skignañ, labourioù, direizhderioù teknikel) e c’hall SDE35 ober war o zro. Rak-se e vez lakaet ur furmskrid klemm en ho kerz abalamour da reiñ deomp da c’houzout pa vez direizhderioù pe traoù a-dreuz evit a sell ouzh skignañ pe pourchas energiezh.