SDE35 zo ur benveg tost hag a bled gant modernaat ar rouedadoù tredan er c’humunioù war ar maez hag o goloiñ en holl c’humunioù.
SDE35 eo ar bennadurezh nemeti hag a aoz an dasparzh tredan publik dre an tiriad hag a zo perc’henn war ar rouedadoù tredanvarr izel ha krenn. Mererezh pemdez ar servij-se zo bet fiziet gantañ en anzavadourien Tredan Frañs hag ENEDIS, dre ur gevrat anvet "kaier ar c’hargoù dre aotreadur" ha skoulmet e 1992 evit ur prantad 30 vloaz.
War liesseurtaat eo aet barregezhioù SDE35 ha bremañ e ra war-dro merañ ar goulaouiñ foran, diorren ar rouedadoù gaz naturel war ar maez, diorren ar fiñvusted padus hag an energiezhioù nevezadus. Energ’iV, e iskevredad 100% energiezhioù nevezadus krouet nevez zo, a ziskouez emouestl SDE35 evit an treuzkemm energiezh.
Abaoe 2018 e sav SDE35 e raktres strategel diwar NégaWatt, ur senario diawelet gant arbennigourien dizalc’h hag o deus kadarnaet e c’halle Frañs, a-fet teknik, implijout energiezhioù nevezadus hepken a-benn 2050.
6 kefridi strategel zo bet termenet gant SDE35, hag evit pep hini anezho ez eus ur programm oberoù, evit harpañ ha diorren an treuzkemm energiezh en Il-ha-Gwilen.
Kefridi 1 añ : Digreskiñ ar bevezadurioù energiezh |
||
|
2 l kefridi : Gwellaat an efedusted energetek Gwellaat efedusted rouedad dasparzh an tredan, war ar maez dreist-holl. Diorren doareoù fiñval nevez hag a gord gant an treuzkemm energiezh. |
|
3e kefridi : Diorren an energiezhioù nevezadus Diorren ar raktresoù energiezhioù nevezadus a-yoc’h dre Energ’iV ha harpañ ar c’humunioù hag an DPKEoù da ziorren o barregezh energetek war o ziriad. |
||
4e kefridi : Kas war-raok an darempredoù gant an implijerien Kemer perzh en demokratelezh nes dre sevel ensavioù kendiviz ha skoazellañ raktresoù kengred. |
||
5vet kefridi : Kenlodennañ an araezioù hag an arnodoù Degas ur skoazell deknikel d’ar strollegezhioù ha broudañ ar c’henlodennadurioù. |
||
|
6vet kefridi : Kontrollañ ar c’hefridioù dre aotreadur Evezhiañ ha priziañ an obererezh dileuriet d’an anzavadourien Enedis, Tredan Frañs ha d’an oberataerien gaz diwezhatoc’h, ha gwiriañ e vast an araezioù hag ar postadurioù lakaet d’an ezhommoù. |
|