Sindikad-departamant an Energiezhioù (SDE35) zo un diazezadur publik a genlabour etrekumunel krouet e 1964 evit aozañ servij publik an dasparzh energiezh tredan. Kresket eo e dachenn gefridi a vloaz da vloaz.
SDE35 zo bodet ennañ 333 a gumunioù eus an Il-ha-Gwilen, Roazhon Meurgêr en o zouez. Un oberour publik meur eo a-fet dalc’hoù energetek an departamant.
1906
Hervez lezenn e voe lakaet an dasparzh tredan ha gaz lec’hel publik e karg ar c’humunioù. Diouzh ar gefridi-se e c’hellent-int marc’hata ha skoulmañ kevratoù dre aotreadur evit merañ ha korvoiñ ar servijoù publik-se.
1925-1930
Krouet e voe ar Sindikadoù Tredanerezh Etrekumunel anvet "sindikadoù kentañ" evit "sevel ha korvoiñ energiezh tredan".
1964
Krouet e voe Sindikad-departamant Tredanaat 35 an Il-ha-Gwilen. Treiñ a reas ar sindikad en un Diazezadur Publik a Genlabour Etrekumunel (DPKE).
2007
Anv an diazezadur a zeuas da vezañ Sindikad-departamant Energiezh an Il-ha-Gwilen.
2010
Da-heul lezenn ar 7 a viz Kerzu 2006 a sell ouzh gennad an Energiezh ha diferad prefed an 3 a viz Du 2009 diwar-benn krouiñ ur bennadurezh hepken evit dasparzh an tredan e departamant an Il-ha-Gwilen, ez eas anv ar sindikad da Sindikad-departamant an Energiezhioù 35 pe SDE35.
2012
La signature de l'avenant au contrat de concession entre le SDE35 et ses concessionnaires parachève le processus de départementalisation. Les 18 contrats de concession que possédaient les 18 communes ayant rejoint le syndicat en 2010 sont intégrés au contrat signé en 1992 entre le SDE35 et EDF. Le SDE35 est donc la seule autorité organisatrice de la distribution d'électricité en Ille-et-Vilaine.
2015
Cheñch a reas statudoù SDE35 evit ma vefe dileuriet an DPKE (diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel) ha meurgêr nevez Roazhon e diabarzh e ensavioù ; treiñ a reas en ur sindikad kemmesk serr.
2018
Kregiñ a reas SDE35 da ziorren e ostilhoù produiñ energiezhioù nevezadus dezhañ e-unan ha krouiñ e iskevredad Energ’iV, a-gevret gant Meurgêr Roazhon, an Departamant ha Bank an Tiriadoù. Abaoe ez eo ar c’hevredad ekonomiezh kemmesk lec’hel Energ’iV a ra penn-da-benn war-dro an treuzkemm energiezh en Il-ha-Gwilen.