OC’H
Skip to main content

Sachañ evezh an dud war an energiezh

Evit diazezañ digresk beveziñ an energiezh e ranker, a-raok pep tra, cheñch boazioù hag emzalc’h. Un oberer publik war dachenn an energiezhioù eo SDE35, rak-se emañ e-kreiz ar jeu evit lakaat an holl da gompren pegen pouezus eo an dalc’h. Neuze e ra war-dro sachañ evezh an dilennidi ezel, ar re yaouank er skolioù hag an holl dud dre vras war an afer.