OC’H
Skip to main content

Evit an dud dre vras

Bep bloaz, SDE35 a gemer perzh e meur a abadenn evit an dud dre vras, abalamour dezho da gompren e-barzh dalc’hoù an energiezh, dreist-holl evit a sell ouzh ar fiñvusterioù padus. 

In/Out

SDE35 zo ur c’heveler eus an abadenn In/Out e Roazhon. Abaoe 3 bloaz zo e vod oberataerien ar fiñvusterioù nevez en-dro d’un abadenn e 2 lodenn : an [IN] danzeet evel ul leurenn arnodiñ, ur rouedad oberataerien hag un abadenn vicherel – hag an [OUT], miret evit an dud dre vras, a vod an holl re a fell dezho ijinañ fiñvusterioù an amzer da zont hag ober anaoudegezh ganto.

Sizhunvezh ar fiñvusted e Bro Sant-Maloù

SDE35 zo ur c’heveler eus kêriadenn ar fiñvusted aozet gant Bro Sant-Maloù abaoe 2016, da-geñver sizhunvezh europat ar fiñvusted a vez bep bloaz e miz Gwengolo.

Stand

Un diskouezadeg diwar-benn ar fiñvusterioù en amzer da zont

Expo

Asambles gant ALEH Bro Roazhon, SDE35 en deus savet un diskouezadeg diwar-benn fiñvusterioù an amzer da zont. Un diskouezadeg war vale eo, ha kinniget e vez war ar standoù pa vez kemeret perzh gant SDE35 en abadennoù evit an dud dre vras. Gallout a ra ivez bezañ prestet, diwar goulenn, d’an DPKE pe d’ar c’humunioù a aoz abadennoù diwar-benn ar fiñvusterioù, da skouer e-barzh o argerzh SHAET.