OC’H
Skip to main content

Sikour da seveniñ an treuzkemm energiezh

Ar Steuñv Hin, Aer, Energiezh an Tiriad (SHAET)

Hervez al Lezenn war an Treuzkemm Energiezh evit ar C’hresk Glas (LTEKG) eus 2015 eo ret sevel rend ur Steuñv Hin, Aer, Energiezh an Tiriad (SHAET) evit an etrekumunelezhioù a zo ouzhpenn 20 000 a dud enno. Ur benveg steuñviñ eo ar SHAET abalamour da zisteraat ar cheñchamant hin, diorren an energiezhioù nevezadus ha mestroniañ an doare da veveziñ energiezh. Er SHAET, en un doare pleustrek, ez eus un diagnostik, ur strategiezh tiriadel, ur steuñv oberoù hag ur stignad evit evezhiañ ha priziañ an traoù.

Roll SDE35 : skoazellañ an DPKE

Meur a zoare zo gant SDE35 evit skoazellañ an 18 strollegezh a zo gant ur SHAET en Il-ha-Gwilen, evit kement pazenn a vez : adalek ar raktres betek sevel ar steuñv oberoù.

War goulenn an 18 etrekumunelezh e vez kemeret perzh en un doare oberiant gant SDE35 er bodadoù (Copil) hag en atalieroù a vez aozet da-geñver ar SHAET.

Goude-se e laka ar SDE35 e guzulioù skrivet e stumm fichennoù oberoù. Dav eo d’an holl guzulioù-se bezañ asantet gant un diviz a-berzh ar Poellgor.

Savet e oa kuzulioù kentañ SDE35 evit SHAET Roazhon Meurgêr e 2017. 

Evit al lodenn vrasañ eus an tiriadoù all e oa bet kroget e 2018 gant al labourioù evit sevel ar steuñvioù ; dalc’het e vo ganto betek fin 2019 evit al lodenn vrasañ anezho ha fin 2020 evit ar re all.
es.