OC’H
Skip to main content

Oberoù ha raktresoù

Oberoù 2017/2019

2017 ha 2018 : dibabet eo bet PEBreizh evit daou c’halv da raktresoù embannet e Frañs a-bezh gant an AAEME evit staliañ ur rouedad pourchas Gaz Naturel evit Kirri-tan (GNK ha bio-GNK), ennañ ur stignad evit sikour an dreuzdougerien da brenañ kirri-samm.

Meurzh 2019 : Krouidigezh Breizh Fiñvusted GNK, a zo ur framm lezennel boutin d’ar sindikadoù energiezh abalamour da gas ar raktresoù da benn evit a sell ouzh pourchas Gaz Naturel evit Karbedoù.

29 a viz Meurzh 2019 : Sinadur ar feur-emglev etre ar Stad, Rannvro Breizh, an AAEME ha PEBreizh evit lakaat an treuzkemm energiezh e pleustr e Breizh.
Ebrel 2019 : Lañset Ouest Charge, a zo ur servij nevez evit ar fiñvusted tredan er rannvro, bodet ennañ ar pezh a sell ouzh korvoiñ bonnoù adkargañ ar c’hirri tredan evit 3 ezel eus PEBreizh : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed hag Il-ha-Gwilen.

9 a viz Gwengolo 2019 : loreet PEBreizh gant ar programm ACTEE (obererezh ar strollegezhioù tiriadel evit an efedusted energetek).

12 a viz Gwengolo 2019 : Sinadur an emglev biogaz evit Breizh er SPACE etre ar Stad, Rannvro Breizh, an AAEME, GRDF, GRT Gaz ha PEBreizh.

eus ar 1añ d’an 3 a viz Here 2019 : Kemer perzh e Kendalc’h an FNCCR, gant 2 zarvoud pouezus war un dro gant ar c’hendalc’h :

  • Sinadur ar c’henemglev emezelañ e PEBreizh gant Brest Meurgêr
  • Embannet ar fed m’eo loreet PEBreizh gant ar programm broadel ACTEE a ra enor d’an oberoù skouerius evit a sell ouzh nevesaat ar savadurioù publik a-fet energiezh

5 a viz Here 2019 : Deuet Brest Meurgêr da vezañ ezel eus PEBreizh

RAKTRESOÙ 2020