Un taol-intrudu gant 4 Sindikad Energiezh eus Breizh, ha Brest Meurgêr nevesoc’h zo, evit kavout diskoulmoù efedus da gudennoù an treuzkemm energiezh en hon tiriadoù
Gant PEBreizh e vez ingalet ar c’helaouiñ hag an doareoù diwar-benn ar pezh a zo kalonenn micher ar sindikadoù energiezh, da lavaret eo evezhiañ obererezh ar varc’hadourien aotreet da zasparzhañ energiezh publik. Ober a ra ivez kinnigoù boutin evit diorren ha gwellaat servij publik an energiezh ha kalite pourchas an energiezhioù.
Dre strolladoù labour tematek e c’heller ivez eskemm skiant war raktresoù treuz all en tiriad, evel produiñ energiezh nevezadus, harpañ diorren ar wienn optikel, ar c’has uhel-kenañ, ar gartennouriezh a resister uheltre ha kement zo.
E-barzh emglev PEBreizh, e fin 2016, e oa bet divizet gant an izili kenlodennañ ar c’hefridioù kontrollañ en-dro da demoù boutin.
Un urzhiad a-stroll kenurzhiet gant SDE35 zo bet savet er mod-se. Un aodit zo bet graet war meur a aotreadur : fakturenniñ ar c’henstagadurioù produiñ tredan, staliañ ar c’honterioù Linky, katalog pourchasoù Enedis, Pratikoù ha Dispartioù Pourvezet Fall (PMA ha DMA), kerziñ ar roadennoù fiziet dre aotreadur er bennadurezh a aoz an dasparzh tredan. War daou sujed nevez e vo graet kontrolloù c’hoazh e 2020-2021.
Gant PEBreizh :
E kevelerezh gant an obererien bublik : PEBreizh eo kendivizer pennañ an obererien lec’hel ha broadel a bep seurt hag a sell kudenn ha diawelet an energiezh outo : ar Stad, AAEME, Rannvro Breizh, ar strollegezhioù tiriadel, dileuridi ar pennadurezhioù anzaver, Kevread broadel ar strollegezhioù anzaver hag ar meradurioù, merourien ar rouedadoù, ar bourchaserien, ar broduerien energiezh, ha kement oberour a bled gant an treuzkemm energiezh.