OC’H
Skip to main content

Kenlabour digreizennet

Solar-waterpump-in-Kenya
diy-solar-pump_mozambique

Souten ha sikour ar raktresoù kenlabour etrebroadel e gennad an energiezh

An 1 % Energiezh

Al lezenn Oudin-Santini-Pintat a aotre ar sindikadoù energiezh da ouestlañ 1 % eus o budjed da raktresoù kenlabour digreizennet.

Er penn kentañ, al lezenn Oudin-Santini (2005) a aotree hepken da harpañ oberiadennoù renet en estrenvro war dachenn an dour hag ar yac’husaat gant oberourien karget eus servijoù publik an dour da evañ hag ar yac’husaat.

Diwar vremañ, gant an enkemmad Pintat (2006) e c’hall oberourien servij publik an dasparzh tredan ha gaz gouestlañ betek 1 % eus o budjed da oberiadennoù war dachenn an dasparzh publik a dredan hag a c’haz en estrenvro. Peurliesañ e reer « 1 % Energiezh » eus kement-se.

Palioù an 1% energiezh :

  • lakaat ar baourentez energetek da gilañ
  • stourm ouzh cheñchamant an hin
  • aesaat an treuzkemm energiezh en ur ziorren an energiezhioù nevezadus

 

SDE35, oberour eus ar c’hengred etrebroadel

Abaoe 2013 e souten SDE35 raktresoù digreizennet a gengred etrebroadel, dreist-holl en Afrika. Anv zo eus raktresoù tredanaat hag a ya a-du gant ar produiñ energiezhioù nevezadus. 

Sifroù-pennañ

70 000
Euros de subventions versées en 5 ans
14
Projets retenus
21
Projets présentés
  • Staliañ panelloù-heol, pompoù-heol, kambroù-yen-heol
  • Mali, Burkina Faso, Niger, Maroko, Senegal

Hon dezverkoù evit dibab ar raktresoù

SDE35 a respont hepken da c’houlennoù a-berzh unan eus e strollegezhioù emezelet (da lavaret eo holl gumunioù an Il-ha-Gwilen, Roazhon meurgêr hag all) hag a rank sikour ar raktres kinniget gant arc’hant.

Ur sammad 30 000 euro ar bloaz d’ar muiañ a vez roet d’ar raktresoù kenlabour etrebroadel.

SDE35 a arc’hant ar raktresoù betek 50 % eus o c’houst d’ar muiañ, ha ne ro ket ouzhpenn 10 000 euro da bep raktres.

Gouestlañ a ra pep kevredigezh choazet kas ingal danevelloù seveniñ hag istimañ, hed-ha-hed ar raktres. 

Ar goulennoù skoaziadennoù a vez kinniget meur a wech ar bloaz d’an dilennidi izili eus ar bodad Energiezh.

Degemeret ez eus bet dezverkoù istimañ gant dilennidi ar bodad energiezh evit istimañ ar goulennoù skoaziadennoù. 

Setu e vez dielfennet pep raktres hervez ur gael vetolodogel boutin hag a zalc’h kont eus reizhidigezh ar raktres, soliusted ar gevredigezh a ren ar raktres, bevusted ar raktres a-fet an teknik hag an arc’hant, efed ha padusted an oberiadenn. Teurel a reer evezh dreist-holl ouzh trezalc’h ar staliadurioù evit bezañ sur e pado ar raktresoù.

Ur wech aprouet ar raktresoù gant ar bodad Energiezh ez eo ar poellgor sindikad a anterin ar skoaziadenn dre un divizadeg.

Skouerioù eus raktresoù soutenet

E 2019 e oa bet soutenet 4 raktres kenlabour digreizennet gant SDE35.