Deuet eo ar vreskted energetek da vezañ ur sujed broadel. Gant kresk priz an energiezhioù ha kalite geitat al lojeiz e Frañs ez eo aet an anadenn-se war vrasaat, gant 12 milion a dud tizhet ganti, da lavaret eo 20% eus an tiegezhioù.
Meur a heuliad zo d’ar blegenn-se :
Hervez Hanterour an energiezh, an dud ar muiañ en ardizh kement-se eo an tiegezhioù unkar gant korvoderioù sokial izek, an tiegezhioù sammet gant dle hag ivez an dud kozh gant leveoù bihan.
Bez’ ez eus stignadoù skoazell evit stourm ouzh ar vreskted energetek. Evito e ranker ober gant un doare lec’hel tostik-tost d’an annezidi.
Betek 2018, kontroll eus ar prizioù sokial lakaet e pleustr. Adalek ar 1añ a viz Genver 2018 ez eus lakaet, e-lec’h ar prizioù sokial, chekennoù energiezh kaset d’an tiegezhioù paourañ evit sikour anezho da baeañ o dispignoù energiezh, petra bennak e vefe an energiezh implijet. Koulskoude ez eo c’hoazh dianavezet ar chekennoù energiezh gant un niver bras a dud a c’hallfe kemer tro anezho.
War e diriad, SDE35 a sikour skignañ an titouroù-se, e-touez ar gevelerien sokial dreist-holl, abalamour da vrudañ ar stignad nevez-se ha da lakaat un niver bras a dud d’ober o mad anezhañ.
Evit gouzout pep tra diwar-benn ar Chekennoù energiezh : sammad, dezverkoù dilennadusted, difraeoù ha modoù implij, sellit ouzh ar fichenn bleustrek...
Al lezenn eus an 29 a viz Gouere 1992 diwar-benn ar c’horvoder kenemprañ izek a grou ar gwir da resev skoazelloù digant ar strollegezhioù evit an dud a zo en ur blegenn vresk. Diwar al lezenn-se e oa bet lakaet ar « Font Kengred Energiezh » war-sav e 2002, hag enframmet e oa bet er « Font Kengred Lojeiz » (FKL) e 2005.
Abaoe 2005 e vez arc’hantet an FKL bep bloaz gant SDE35. Sterniet eo an engouestl arc’hant-se gant un emglev sinet gant kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen, ha tennañ a ra hepken d’ar skoazelloù evit ar fakturennoù n’int ket bet paeet ha da vestroniezh an energiezh a-fet an tredan hag ar gaz.
Kemer perzh er Font kengred energiezh (FKE) : 95 000 euro paeet bep bloaz gant SDE35
Evit mont pelloc’h