OC’H
Skip to main content

Ar poellgor sindikad

Ar poellgor sindikad

Melestret eo sindikad kemmesk serr SDE35 gant ur poellgor sindikad a zo ennañ dileuridi eus ar strollegezhioù ezel, dasparzhet dre 3 c’holaj dilenn :

  • ur c’holaj gant 308 dileuriad kumunel (un dileuriad evit pep 20 000 annezad). An dileuridi-se zo o sez er 7 bro eus an departamant hag anvet e vez ganto un dileuriad hag un eildileuriad er poellgor ; evit pep ajad 40 000 annezad : 18 dileuriad e 2019
  • ur c’holaj gant dileuridi eus an Diazezadurioù Publik a Genlabour Etrekumunel hag a c’hell emezelañ er sindikad "dre ur gartenn" evit ar barregezhioù da zibab : 7 dileuriad d’ar muiañ (un dileuriad evit pep bro) ha 5 dileuriad e 2019
  • ur c’holaj gant dileuridi eus Roazhon Meurgêr, savet abaoe ar 1añ a viz Genver 2015 dre al Lezenn MAPTAM. Meurgêr Roazhon ganti barregezh "aotreadur an dasparzh tredan ha gaz publik" a zileuria an 43 c’humun a zo enni, a-genfeur gant he foblañs : 13 dileuriad e 2019.

En holl e oa 36 dileuriad ha 33 eildileuriad e 2019.

 

fonctionnement

Gant ar poellgor e vez dilennet ur prezidant ha besprezidanted. Daoust ma vez fiziet ul lodenn eus e veli d’ar prezidant ha d’ar burev en deus damani war melestradur ar sindikad, war vot ar budjed hag ar gont velestradurel. Gant ar poellgor ivez e vez termenet doareoù emelladurioù arc’hant ar sindikad er strollegezhioù ezel.
Ur wezh bep c’hwec’h sizhun e vez bodet.

Izili

Kartenn eus dileuridi SDE35

Ar burev sindikad

Burev ar sindikad zo 6 ezel ennañ e 2020 : ar prezidant ha 5 besprezidant. Gourbrientoù zo war dachenn an dereiñ arc’hant a vez sevenet gant ar burev, dre zileuriadur ar poellgor. Prientiñ a ra an divizoù kinniget gant ar Poellgor diwar al labour kaset da benn er bodadoù.

Izili

bureau

A gleiz da zehoù : 

  • Murielle Douté-Bouton, 4ème vice-présidente
  • Michel Jeuland, membre du bureau
  • Christophe Martins, premier vice-président
  • Jean-Claude Beline, 2ème vice-président
  • Olivier Dehaese, Président
  • Daniel Guillotin, 3ème vice-président
  • Christelle Loncle, 7ème vice-présidente
  • Diana Lefeuvre, membre du bureau
  • Thierry Restif, 5ème vice-président
  • Stéphanie Cherel, 6ème vice-présidente
  • Michel Caillard, membre du bureau
  • Franck Pichot, membre du bureau (non présent sur la photo)

Ar bodadoù tematek

Dileuridi ar Poellgor sindikad hag o eildileuridi a c’hell kemer perzh e 7 bodad (Energiezh-Fiñvusted-Kenlabour Etrebroadel / Goulaouiñ / Labourioù / Arc’hant / Stlenneg / Aotreadurioù / Kehentiñ), lec’hioù eus ar c’hentañ evit kendivizout ha labourat etre dilennidi ha servijoù.
Da gentañ e vez lakaet ar gaoz war ar raktresoù hag al labour sevenet a ya da vagañ divizoù ar burev hag ar poellgor sindikad.