OC’H
Skip to main content

Diawelet ha neveziñ

Dispac’h niverel & fiñvusterioù

Ar fiñvusted eus an amzer da zont a vo lies dre ret, ken a-fet ar modoù ken a-fet an deknologiezh. Tredan, GNK, hidrogen : pep hini eus an teknologiezhioù-se he deus perzhioù mat a gloka an eil re ar re all, a-fet meradur ar rouedadoù hag enframmadur ar produadurioù lec’hel a energiezhioù nevezadus peurgetket.

An dalc’h evit SDE35 eo souten neket ur fiñvuster met meur a hini, en ur enframmañ emdroadurioù an niverel a zeu da reveulziañ da vat dalc’h ar fiñvusterioù eus an amzer da zont. 

Diarbenn ar fiñvusterioù eus an amzer da zont  

Emañ SDE35 o kenlabourat a-dost gant kevuniadoù oberourien prevez ha publik. War e diriad e arnod modeladurioù rouedadoù a ro an tu da groaziañ ar produadur energiezh, ar rouedadoù tredan ha gaz, hag ar fiñvusted. Ar pal eo dont a-benn da gavout strategiezh ar choaz energiezh evit bastañ da ezhommoù fiñvusted an tiriad, en ur zerc’hel kont eus emdroadurioù an hollad karbedoù tredan hag ar staliadurioù adkargañ, red ar mont-ha-dont, barregezhioù produiñ ar rouedad gaz, tredan, ha kement zo.